Iskevrennad eus | jeneral |
---|---|
Stad | Impalaeriezh roman ar C'hornôg, Henroma |
Magister militum (latin evit "Mestr ar Soudarded", liester magistri militum) a oa ur renk uhel e lu an Impalaeriezh roman uhel.
War e seblant e voe kroget da implij an titl e-kerzh ren Constantinus. Gant ar magister militum e oa galloudoù ar magister equitum (mestr ar varc'hegiezh) ha re ar magister peditum (mestr an droadegiezh).
Ar magister utriusque militiae a rae war-dro an holl nerzhioù lu hag an impalaer a chome e-karg eus ar bagadoù lu nepell diouzh Roma ; magister militum praesentales a raed anezhañ neuze.
Implijet e-unan, ar ger a dalveze d'ober anv eus an ofiserien a renk uhel koulz hag eus penn un oberiadur-brezel en ur c'horn-bro, an impalaer o vezañ ar penn uhelañ. Er skridoù gresianek e kaver an troiennoù strategos ha stratelates.
| |
|